Ur Skourr e Gwened

Lec'hiet 3 straed al Lezenn, eo bet digoret skourr Gwened e miz Here 2001.

Tro-dro 7 500 teul a zo renablet er skourr-mañ evit ar mare, a-gevret gant 400 titl a vareadegoù, ouzhpenn 500 bannenn-dreset, 300 pladenn-arc'hant...

 

Digoret d'an holl, e c'hellit mont e-barzh ha sellet war al lec'h, digoust, ouzh pep tra emaoc'h o klask diwar-benn yezhoù ha sevenadurioù breizhek ha keltiek. Ha gant ur gartenn koumanant e c'hellit amprestañ.

 

 

 

 Degemer

Hervez eurioù-digor an Ti ar Vro

 Koust ur gartenn amprestañ

Hiniennoù : 15 euro/bloaz - Familhoù : 20 euro/bloaz

Liseidi, studierien ha tud dilabour : digoust

 Daveennoù

Chomlec'h : 3 straed al Lezenn - 56000 GWENED

Pellgomz : 02 97 68 31 10

kdsk.gwened@gmail.com

Tres mont-tre

Profoù levrioù, studiadennoù, kounskridoù war ar yezhoù keltiek a zo degemeret mat !

 

 

x | -A +A

Z