Niverelaat an dalc'had teuliaouiñ...

 

Kinnig a ra KDSK e skourr St-Ervlan un dalc'had teuliaouiñ arbennik war Breizh, ar brezhoneg hag ar Broioù Keltiek, ar glad sevenadurel : produiñ lennegel, embann, tudoniezh, istr, buhez armerzhel ha kevredigezhel, ... Lakaat a ra enlinenn war Internet teulioù kozh e brezhonek (eus an domani foran) ha niverelaet gantan. Skoazellet eo bet an obererezh niverelaat-mañ gant Rannvro Breizh evit ul labour graet abaoe 2013.

 

Embannet etre 1644 ha 1935, teulioù al labour-mañ  a teu eus dalc'hadoù KDSK : lennegezh pobl, studiadennoù war ar yezh, levrioù relijiel renablet e KDSK (lennegezh gwezherezh-red, kan, barzhoniezh, c'hoariva, gwerz veur, buhezioù tudennoù brudet, geriadurioù, geriaouegoù, "kolokoù"/ sturlevrioù evit kaozeal, yezhadurioù, hentennoù-yezh, katekizoù, kelennadurezh kristen, buhezioù ar sent, misterioù, ...).

 

Tu a zo sellout en teulioù-mañ adalek ketalioù e brezhoneg hag e galleg, da ober enklaskoù war ar c'hatalogoù hervez dibaboù yezhoù ar gwiaderien. Divyezhek eo an holl rubrikennoù war ar fichennoù kenkoulz hag an deskriverioù, anvioù ar skrivagnerien, ...

Daou stumm disheñvel a c'haller pellgargañ evit pep levr niverelaet :

         - unan e liv tost ouzh an teul orin,

         - unan e gwenn ha du , skañvoc'h, gwellekaet evit ar moullañ.

 

Lakaat al labour niverelaat enlinenn war Bretania, porched sevenadurioù Breizh a dalvoudekaat ivez an dalc'hadoù teuliaouiñ KDSK : hini al levrioù en domani foran, rouez ha re vresk evit bezañ dornataet ha reoù dalc'hadoù ar skritelloù ha skorioù-kehentiñ all.

 

 

x | -A +A

Z