Roc'helloù
Diskouezadeg livadurioù Nan' - Anne Cadorel adalek an 10 aviz Du betek ar 4 a viz Kerzu.
Digorlid d'al lun 9 a viz Du adal 19e e Yezhoù ha Sevenadur.
Evit klokaat diskouezadeg Anne, e kinnig KDSK un dibab levrioù diwar-benn ar Menezioù Are, ar c'horriganed, ar marvailh...
NAN' - Anne Cadorel
Ganet eo Anne Cadorel e Naoned, hag abred-tre he deus lakaet war-wel sevenadur Breizh dre ar c'han pe an tresañ.
Abaoe ouzhpenn ugent vloaz emañ o teskiñ livañ hec'h unan-penn, hag e Naoned eo, e miz Gwengolo 2008, he doa kemeret perzh, evit ar wech kentañ, en un diskouezadeg anvet "Kevrinoù Breizh".
Ken kreñv ma vez he c'harantez evit Breizh emañ atav o livañ reier kevrinus a gaver e gweledvaoù ar bed keltiek. En ur c'hoari gant an dargemmoù, gant ar gouloù-dic'houloù, pe c'hoazh gant an danvezoù meinel hag ar struzh e teu a-benn da ziskouez from ha barzhoniezh ar spered kelt, ha da leuskel ijin an arvester da vont en-dro..