SansTitre

    Diskouezadeg "An Dour, pedadenn d'ar veaj" kinniget gant Emmanuelle Herbet ha Sylvain Peron, 23 a viz Meurzh-23 a viz Ebrel e  Yezhoù ha Sevenadur (13, straed ar Breolimeur e Sant-Ervlan).

     

    An dour, mammenn pep buhez, a veaj etre an neñv hag an douar en ur dremen dre ar stredoù hag ar riñvieroù.

    Dour, pedadenn d'ar veaj, d'an dizoloadenn.

     

    An dour 'zo e-kreizh pep tra e Breizh : ar glav, ar sterioù, ar riñvieroù...

     

    War-zu ar mor eo bet, a-viskoazh, troet istor Breizh hag hini ar vretoned. Breizh, penn ar bed, troet etrezek egile, trema al lec'h-all...

     

    Etre hengoun ha sakr.  Daoust ha ne vefe ket Tir-Nà-Nog, paradoz ar gelted, e-kreizh ar morioù, koulz hag ar riñvier Ganj a vefe an nor davet an nirvana ?

    Ar Sav-heol strobet da Vreizh gant an Oriant, unan eus kêrioù pennañ Kompagnunezh Indes ar Reter, aplud ur bern bretoned davet India. Beaj bet graet gant René Madek, mouss a vro Kemper, deuet da vezañ nabab en India.

     

    An dour, e-keizh pep buhez, mammenn pep buhez...

     

    Evel beaj an dour war an douar eo ar vuhez ur veaj, dizloadenn ar bed, ur gejadenn gant ar re all. Ur veaj diabarzh ur bedadenn d'an hunvre, d'ar brederiadenn.

     

    Bili war ziribin ne zastumont ket bezhin.

x | -A +A

Z